Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

gréou-zé, Mentor a zo gwerzet da varc’hadourien éthiopian a gas anézan en ho bro, ha Télémaq a zo léqéet da zioualc’h eur vagad loéned[1] en eur gwéléac’h.[2] Azè Thermosiris, béleg Apollon, a c’houéqa[3] crizder hé fortun, en eur zisqi dézan heulia an Doué Apollon, pini, ô véza ma oa réd dézan méaza dénved ar roué Admet, en em fréalzé euz hé disheur, en eur sévenni ar messaérien. Hep dalé Sésostris, ô véza clévet ar péz oll a ré Télémaq a vurzuduz en hé gwéléac’h, a galv anézan en hé guic’hen, a anav hé ziantégued,[4] hag a ra dézan ar bromessa d’hén digaz en Ithaq. Hoguen maro ar princ-zé a bluï[5] c’hoaz anézan en droug-heuriou ; bac’het[6] éo en eun tour, war ribl ar mor, euz a bé léac’h a wél Boccoris, roué névez an Egypt, mervel en eun emgann[7] a énep hé sujidi, scoaziet gant ar Phénicianed. An hini a oé léqéet en he léac’h,[8] ô véza rentet an oll Phénicianed a oa bét qéméret, Télémaq a zo digasset gant-ho war lestr Narbal, pini a vlégné stroll listri an Tyrianed. Epad an treuz,[9] Narbal a beint dézan béli ar Phénicianed, hag ar sclavach truézuz é pini éz oant dindan gwalen ar roué criz Pigmalion ; Télémaq deut é Tyr, a ardamez madou ha fortun ar guéar vraz-zé. Narbat a zisq dézan dré bé aoz éz éo bet léqéet er stad-zé. Couscoudé Télémaq, ô véza war ar préd[10] da wélia étrézeg Chypr, Pigmalion ai zzolo ez éo erméaziad,[11] hag a ro urz d’he zerc’hel : hoguen Astarbé, mestrèz ar roué, a savétei anézan, évit laqaat derc’hel en é léac’h eun den iaouanq euz a bini an disprij hén dévoa héguet anézi. Télémaq a bign en divez[12] war eul lestr Cyprian, évit distrei en Ithaq éénézen Chypr.

  1. E brezoneq tréfoet : eun tropel.
  2. E brezoneq tréfoet : dézertz.
  3. E brezoneq tréfoet : a douça.
  4. E brezoneq tréfoet : innoçanç.
  5. E brezoneq tréfoet : e plonj.
  6. E brezoneq tréfoet : emprisonet.
  7. E brezoneq tréfoet : combat.
  8. En he leac’h, e brezoneq tréfoet : En é blaç.
  9. E brezoneq tréfoet : passach.
  10. E brezoneq tréfoet : poent.
  11. E brezoneq tréfoet : estranjour.
  12. E brezoneq tréfoet : erfin.