Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

din-mé. Er houlenn a réaz pell amzer. En divez né ellaz qét énébi out-hi, hag é téraouaz[1] en eur lavaret :

Eat éz oan tré euz a Ithaq, évit mont da c’houlen d’ar rouéed all, distroet euz a vrézel Troa, qélou euz va zad. An dud fall a c’hoantéé va mam Pénélopès, a oé souézet pa clevjont éz oan quittéet : cuzet em boa qément-sé dézo, abalamour d’ho fallagriez. Nestor, pini a wéliz é Pylos ; na Ménélas gant pini éz oen diguéméret carantezuz é Lacédémon, na ellaz rei din da c’houzout mar oa c’hoaz béo va zad. Scuiz da véza atao en arvar, é wéliiz étrézeg ar Sicil, é péléac’h em boa clevet lavarout hé devoa an amzer fall taolet anézan. Hoguen, Mentor, an dén fur-zé, pini a wélit aman, a énébé oc’h an ioul-zé[2] : laqaat a ré dira’z-oun, euz eun tu, ar Cycloped, rampsed horrubl, péré a zebré an dud ; euz eun tu all, listri Enéaz hag an Trojaned, péré a oa el léac’hiou-zé. An Trojaned-zé, a lavaré, a zo diboellet a énep ar Grécianed ; scuill a rafent gant plijadur gwad mab Ullyss. Distroit, a lavaré c’hoaz, en Ithaq : martézé ho tad, caret gant an douéou, a vézo azé qérqent ha c’houi. Hoguen, mar deuz an douéou résolvet hé goll, ma ne dlé qén gwélet hé vam-vro, réd eo déoc’h

  1. E brezoneq tréfoet : e commenças.
  2. E brezoneq tréfoet : ar dessin-sé.