Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

rien caret gant ar Muzed. P’hén dévoa hé zaé gwen-can, ma’n em léqéé da délenni war hé délen a olifant, an tygred hag al léoned a zeué da c’hourvez d’hé dreid ; ar Satyred a saillé euz ar c’hoajou, hag a zeué da gorolla en dro dézan ; ar gwéz a vané énaouet ; hag ho pijé crédet é ié ar réier da zisqen euz créac’h ar ménéziou dré ardou hé ganaouennou. Né gané német brasder an douéou, vertuz an harozed ha furnez an dud a gar ar c’hloar muioc’h éguet ar plijaduriou.

Laret a ré din aliez é tlien caout bépred courach, ha pénauz an douéou ne dilesfent qét, nag Ulissès, nag hé vab. Assur a réaz din pénauz é tlien, ével an Doué Apollon, disqi d’ar messaérien da géela ar Muzed. Apollon, a lavaré, indignet abalamour ma teué Jupiter da fourgassi an oabl en dévéziou ar c’haëra, gant hé foultrou, a dreujaz a daoliou saez ar Cycloped a c’hovélié anézo. Ar ménez Ethna na zislounqé qén a dan ; né gléved qén trouz ar morzoliou, ô coueza war an anneu : an ouarn hag an dir, ô véza ne oant qén covéliet gant ar Cycloped, a zéraoué en em vergla. Vulcan diboellet a ia tré euz hé vougéo ; pétra bennag mar d’éo camm é pign étrézeg an Olympus ; tréanti a ra en eur c’houéza, ha goloet a poultr, en darempred an douéou ; ober a ra clemmou c’hoerv. Jupiter a vuénéga a énep Apollon, bann a ra anézan euz an olymp, hag en taol war an douar. Hé c’harr