Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

a dec’h diouc’h ar paléziou alaouret. Ar c’hoariou, ar mousc’hoarz, ar graçou a heulié dré oll ar messaérien dianteq. An dévéziou a oa oll dévéziou a lévénez : né gléved qén német geiz al laboussed, c’houéz an aézennou scanv a c’hoarié er gwéz, pe trouz eur c’houéren a gouézé euz eur roc’h bennag, pé ganaouennou ar méssaérien a heulié Apollon. An doué-zé a zisqé dézo gounid curunennou ar rédadeg, pé dreuji gant ho saéziou ar c’hirvi hag ar iourc’hed. An douéou memeuz ho dévoé oaz ô wélet qément-sé : ar vuez-zé a vanaz dézo évrussoc’h éguet ho hini : hag é calvjont Apollon en énv.

Va mab, an danével-man a dlé béza eur gentel évid-oc’h. P’hén em gavit en eun hévélep stad, distrouézit an douar gwéz-zé ; liqit ar gweléac’h-man da vleunia ; disqit d’ar messaérien bréou ar mélodi ; ténéréït ho c’halonou ferv ; discouézit dézo ar vertuz, ha liqit ho da gompren pégément int déliciuz ar plijaduriou dister a eller tanva en ditroïou, ha péré n’ell d’en tenna d’ar messaérien. Eun déiz, va mab. eun déiz ar poaniou, hag ar prédériou, en em gav en dro d’an thron, a raïo déoc’h qeuzia d’ar vuez a vessaer.

O véza compzet ével-sé, Thermosiris a roaz din eur c’houitel qér c’houéq, ma zeuaz hecléo ar ménéziou da laqaat an oll messaérien da zont étrézeg ennoun. Va mouéz hén dévoa mélodi hini eun doué ; en em gaout a rén leun euz a spéret eun doué,