Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12

deo-én qet destum dleou evit ur seurt traou dister ! Er verzidiguez-mâ, va mignonet, ec’h offrer deomp c’houec’h mis termen, ha marteze eo an avantach eus ar gondition-se en deus angaget unan benac ac’hanomp d’en em gaout enni, o sonjal, dre na voa qet ret paea dioc’h-tu, e cafomp amâ an êzamant da gontanti hon faltasi, hep tenna netra eus hor yalc’h. Sonjal a rit-hu erfat er pez a rit, pa guemerit dle ? Rei a rit autorite da un den all var ho liberte. Ma na baeit qet d’an termen merqet, e vezot mezus o velet ho creançour ; e vezot en aoun o comz ountâ ; en em humilia a reot dre excusou mezus hac hep rêson ; nebeut-a-nebeut e collot ho franqis, hac e teuot enfin d’en em disenori dre ar guevier sclêra ha disprisapla ; rac, evel a lavar erfat ar pautr-côs Richard, ar c’henta faut eo da guemer dle, an eil da lavarat guevier. An dleour en deus bepret ar gaou var an talyer.

Ur Breton, ganet libr, na dlefe james rusia na caout aoun da gomz ous nep den, na da sellet ontàn en faç. Ar baourentez n’e deo nemet re gapabl da neanti ar gourach hac oll vertuziou an den. Difficil bras eo, eme ar pautr-côs Richard, derc’hel ur zac’h gollo en e za.

Petra a zonchfec’h-hu ous ur prinç pe ous ur gouarnamant a zifenfe ouzoc’h, dre un edit, d’en em visca evel an autrone, dindan boan a brison? Na lavarfec’h-hu qet e zoc’h ganet libr, oc’h eus ar güir d’en em visca evel ma plich deoc’h ; penaus ur seurt edit a vez un outrach formet a enep ho privilachou, ha penaus ive un hevelep gouarnamant a vez ur güir tyrantis ? Ha gouscoude en em soumetit hoc’h-unan d’an tyrantis-se, pa guemerit dle dre ar faltazi da veza remerqet. Ho creançour en deveus ar güir, mar en cav erfat, d’ho priva eus ho liberte, en ur laqat destum ac’hanoc’h er prison, ma noc’h eus qet peadra d’er paea.

Pa ho poa grêt ar marc’hat-se, a blich qement deoc’h.