Ar réson eus a bublication al levric-ma, eo da laqat
anavezout dre-oll ar reoliou certen (goude re ar
Religion) evit en em gundui gant furnes epad ar vuez,
ha da inspira an desir eus ar vertuziou civil ha moral
d’al loden precius-se eus an dud, hep pehini e vancfemp
eus a gazi qement a zo.
Ra deuyo al levric-mâ da zigag sonch dezo eus o simplicite qenta, ha d’o laqât da garout o labour, o famill, hac o demeuranç humbl.
Credi a eller eta gallout esperi e teuyo ar re a zo destinet da rei descadurez d’ar yaouanqis, d’o zicour da anavezout ar pez a zo scrivet amâ, ha da laqât rei anaoudeguez dre vardro eus ar setançou-mâ.
Evit satisfaction al loden qer precius-se eus ar societe eo, ez eus sonjet laqât al labouric-mâ e brezonec, evit ma ello an dud divar ar meaz profita eus ar guentelliou simpl hac a vertus a zo ranfermet ennan.
Ra vezo eta recevet gant joa, ha ra zougo ar frouez precius eus ar vertuz pehini a anseign.