An deiz all en em arrêtis en un andret e pelec’h e voa
calz a dud assamblet evit ur verzidiguez. Dre ne voa
qet c’hoas an heur da gommanc, ar gompagnunez a
gomze eus an amzer miserabl a rene ; hac unan eus ar
vanden, ous en em adressi da un den venerabl pehini
a voa gris e vlêo ha güisqet qempen, a lavaras dezàn :
« Ha c’houi, tad Abraham, petra a sonjit-hu eus an
amzer-mâ ? N’en doc’h-hu qet avis penaus an tellou
euzus a laqer var qement a zo, a deuyo a benn da
ruina ar vrô en antier ? Rac, peuaus ober evit o
faea ? Petra a gonseillfet-hu deomp varguementse ? »
An tad Abraham a voe ur pennadic amzer o sonjal,
hac a respontas : « Mar fell deoc’h gouzout va fêçon
da sonjal, e zàn d’el lavarat e bêr gomzou, rac, evit
an den aviset mad, ne zeus ezom nemet nebeut a
c’heriou.» Ne deo qet an nombr eus ar chomzou
a garg ar boezel, evel a lavar ar pautr-côs Richard.
An oll neuze a dostâs evit pedi an tad Abraham da
gozeal, hac an assamble en em renqet endro dezan, e
talc’has an discours-mâ :
« Va mignonet qer hag amezeyen vad, güir eo penaus an tellou a zo guell grén ; gouscoude, ma n’hor bez da baea nemet ar re a c’houlen ar gouarnamant diganeomp, ec’h alfemp esperi gallout o faea ezetoc’h ; mes beza hou eus un niver bras a re all calz goassoc’h deomp ; dre exempl : hon diegui, a guemer deomp daou c’hement eguet ar gouarnamant ; hou orgouill, teir guech ; hac hon dievestet, peder guech muioc’h