Labour ar fe, fe hon zado,
’Deus gret kement a vurzudo !
Dre oll, ouz krap an tosenno,
Pe guzet ’kreiz an traouienno,
Eun iliz vrao pe eur maner
’Didu lagad an tremener !
Diouz ar beure ha da zerr noz,
’Hedan draouien hag ’us d’ar roz,
’Klewer o son an anjeluz,
O hirvoudi ar glaz klemmus !
Ha d’ar zulio, mouez ar c’hleier,
Joausoc’h kalz o vont dre ’n er,
Evel douget gant an awel,
’C’halw d’o iliz tud Breiz-Izel.
’Met eun dra c’hoaz glewer en Breiz,
War ribl ar mor koulz ha ’n he c’hreiz ;
Breiz ’deus eur yez, ar brezoneg,
« Yez an dud vat ha kalonek ! »
Eur yez dispar ’halfe bean,
O ya! mam-gunv da nebeutan,
Mam-gunv da yez ar C’hallaoued,
Ha da galz c’hoaz komzet er bed !
O Bretoned, karet ho pro ;
Miret erfad, ha wareun dro,
Ho kizio koz, ho yez, ho fe,
Bet gwir-Vreiziz, en han’ Doue.