Pell-zo awalc’h, Broïz karet,
Gant Gallaoued ec’h omp gwastet !
Savomp hon gir, savomp hon fen,
Bezomp Breiziz da virviken !
E-pad niver a gant-vlaio,
E oe digabestr Breiz hon bro !
Evurusted, pinvidigez,
’Rene enni gant santelez !
Rak d’ar choulz-ze, war douar Breiz,
E tiwanas dre-oll, a leiz,
Ilizo koant, tourio uhel,
’Vel nan eus ’met en Breiz-Izel !
Ilizo koant, tourio uhel,
Ha war ar maez eur bern kestel ;