Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


Mont da c’hedal, noz ha de,
Enebourien kilhen,
Enebourien didrue
A gaz ar Fransijen.


Kerzet a ra kalonek, pa glewer er pelder
Tenno fuzuilh o strakal e keit ha ma weler
Kezeg ar Varokaned, a ra d’ar poultr franwal,
O tont d’ar pewar-lamp-ru, warne tud o skrijal.

Eur pez kanol, hep dihan, drailh ar Varokaned
A renk trei kein ’despet d’ê, e-kreiz poultr ha moged ;
Mes eur zoudard a zo kouêt, eur zoudard yaouank c’hoaz,
An hini am eus hanvet, newe-aru, siouaz !


Koll a ra aleiz e wad,
Hep koll anaoudegez....
« Eur beleg wit kovesât ! »
A lar ar zoudard kez.
« Eur beleg, en han’ Doue,
« Arôk mervel aman !
« Eur beleg ’wit ma ine
« Ha dour, dour da evan ! »

N’eus beleg ebet war dro,
N’eo ken kont ’vel gwechall !
Ar zoudard ’pal ar maro
’Renko mont d’ar bed-all
Hep gallout kât absolven,
Hep gallout lavaret :
« Ma zad ! d’am mam ’zo kristen,
« Em hano, c’houi, skrivet ! »


Dambrest ar zoudard yaouank a zo dinerzet oll ;
Kaer ’zo stanka ar gouli, e wad a dalc’h da goll,
« Eur beleg, en han’ Doue !… ma mam !… dour, mar plij… dour ! »
Dour a zo da rei d’ean ; neus ket a govezour !