Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


FURNEZ KRISTEN
————


(D’ar yaouankiz.)


Bewan direbech er bed
Ken fall an de herie,
Miret bepred o c’hened
D’ar galon, d’an ine,
A zo tra dies meurbet
Anez bean gwell-grenv,
Ha kât nerz, nan eus ar bed,
Met kât nerz eus an Nenv !

Ar blijadur zo stignet
Dirak an den yaouank,
N’an eve ket c’hoaz gwelet
Na lousoni na fank,
Evel yeot flour eur c’hlazen,
Glas ha koant war c’horre,
Ha dindani, a vanden,
Prenved lous koulskoude.

Kinnigan a rer d’ean,
’Wit terri e zec’hed,
Evajo eus ar gwellan
Ha dudius meurbet !
’Met dioute ar vammen
’Zo bunumus bepret,
Ha kaer o deve tremen,
’Dorront ket ar zec’hed.