Pardon Sant-Servez
(12 ha 13 a viz mae)
————
Ton : O ! Na hir eo an noz
1° AN ILIZ
Me anve eun iliz, eun iliz koant meurbet,
Gant hon zud koz gwechall, ’kreiz eur zaon don savet.
En dro dei eur vered, enni eur wazig-dour
A ra dan diouskouarn muzik ken sioul, ken flour !
Kaer eo ar vro ’dro d’ei, kaeroc’h n’eus ket en Breiz,
Prajo glas er zaonio, koad tro zro d’e a-leiz !
Meneier a bep tu, ha hencho gant graio ;
Kân an evn ’us d’an dour, kân an evn er c’hoajo !
Kaer eo pep tra ’dro d’ei, kaeroc’h n’oufed kavet,
Nemet he zae dispar, sae-vein dantelezet !
Ya koant ha brao ez eo, iliz koz Sant-Servez,
Koant ha brao diabarz, koant ha brao diavez !
2° AR PARDON
Gwechall-goz Sant-Servez en Breiz a oa brudet,
Pardon ar bac’hado n’eo ket choaz ankouaet !
D’ean teue bep bla, an daouzek a viz mae,
Kristenien a bep oad, eus Gwened ha Kerne.
’Wit goull dre o feden, est mat hag ed-du kaer,
Bennoz ar zant warne, ha war o farkeier.
|