Deut eo an hanv, an amzer ma weler,
En Breiz-Izel, a-leiz a vleun tener,
Ha ma klewer richan war ar maezio ;
Deut eo ar c’houlz ma krog ar pardonio
Ha bean ’zo eul levenez henvel
Ouz an hini a gav, en Breiz Izel,
An den yaouank a gar start, war eun dro,
Doue dreist-oll, e yez koant hag e vro ?
Ma kar Doue e ziwall ouz ar fall,
Bepret e vo en peuc’h ha didamall,
E lec’h tremen dre ar vouilhen, ar fank ;
Pegen evrus neuze an den yaouank !
Karout a ray ar ger ’lec’h e ganet,
’Lec’h e vewas e gerent tremenet,
Hag an hencho darempredet gante ;
Goude Doue, d’e vro e garante !
En Brezoneg e tiskas sin ar groaz,
Ha komz ive, pa oa bihanik c’hoaz ;
Gant Brezoneg, yez karet e dado,
Gwech-ha gwech-all, e galon a drido.
Rak nan eus ket eur yez war an douar,
Hag a hallfe, koulz hag hon yez dispar,
Trei ha distrei kalon eur gwir-Vreizad,
Lakat c’hoarzin ha gouelan, bep pennad.