Koaniet gante, yaouank ha koz
Ac’h a d’ar bourk da glask bennoz
Ar Zakramant. A vandenno
E weler tud dre an hencho,
O dilhad sul gwisket gante ;
Darn, skanv o zroad, ac’h a fonnus,
Ar re goz gorek a vale,
Mes holl seder hag evurus !
Hag en o iliz dastumet,
Dirak an oter kempennet
Ha goulouet a vleun, joaus,
An holl a gân, a bed Jezuz.
Jezuz a ’n em blij, a gredan,
O vinnigan ar Gristenien
A deu da c’houlen digantan
’Vel-se bennoz ha sklerijen.
Bet ar zalud, ha deut serr-noz,
An holl ’darre, yaouank ha koz,
A distro d’ar ger evurus.
Daoust e ve et an heol da gus,
E chom c’hoaz eun ezen glouar :
C’houez-vat a zo ’hed an hencho,
Sioul eo pep tra war an douar,
Brao eo hunvreal en Nenvo !