Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —


Ho-tiou bezot he skoazel,
Miret ar Vretoned
Eneb ar re ’ra brezel
D’ar gwir, d’ar lealded.

De ho pardon bras, Gwerc’hez,
Dastumet ’n hoc’h Iliz,
N’hon deus holl nemet eur vouez,
Mouez gwir vugale Breiz,
Nemet eur vouez ’wit laret :
Gwerc’hez, Mam da Zoue,
Breiz-Izel kristen miret,
Gant hec’h holl vugale !


————