Kloc’h ar zantus a zihunas ar plac’hig
Dinerz meurbet :
« O kaerat tra am eus gwelet bremaïk,
Ma mam garet ! »
Ar vam dustu a stokas he muzello
Ous tal he merc’h
A ’n em gavas ken gwen dirak he zello
Evel an erc’h :
« Ma merc’hig vat, lavar d’in pez ’teus gwelet
’Pad da hunvre ? »
— « Gwelet em eus, endro d’ei kalz Gwerc’hezed,
Mam ma Doue! »
Eur c’hlizen yen a c’hlebias he zal kerkent,
’Keit ma klaske
Stardan ar groaz war he muzello melen,
Ha ma lare :
« Gwerc’hez Vari, o na brao ez eo mervel,
Pa deuet C’houi
Da zigemer, en eur choarzin, ho pugel !
Mari ! Mari ! »