Goude bean da Vreiz komzet
An El a c’halv e vignoned,
Tud Logivi, kristenien vat,
Hag e lar d’ê hep chipotat :
« Ma tennet lorc’h eus ho tour koant,
Me a zo sur, holl ho peus c’hoant
E ve kresket ha kaeraet
An iliz ’lec’h oc’h badeet.
E-keit ma vo ho kenvroad
Pell-pell, du-hont, oc’h ober vad,
Me glasko d’ec’h eur pastor mat,
A lako tud da gizellat.
Da gizellat mein-benerez.
Da hadober ho keur a-bez,
’Pad ugent vla, hep diskwizan,
Gant hoc’h iliz ’ray ’met poanian.
Hag hoc’h iliz, hadneweet,
War-dro he far n’ he devo ket,
Mar de uhel an tour ’n he fen,
’Vo ket kaeroc’h ’wit he nefen !