Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/98

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —



Tintet, kleier Breiz ; tintet, sonet glaz,
Rak daouzek Breizad, war bemzek, siouaz,
’Deus kât ar maro war ar lestr brezel :
N’eus bro ’bet gwasket evel Breiz-Izel

Youl Doue a zo don ! Mes eun dra koulskoude
A ra da gals laret : Ma, adalek an de
Nan houller ken war vor beleien ’vel gwechall,
Gant ar vartoloded… an treo a gerz gwall-fall !


————