Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN OSAC’H OAGET HAC E DIOU VESTREZ.
(Livre I, Fable XVII.)
Un den etre yaouanq ha coz,
E vleo o tenna var ar glas,
Ounta e-hunan a songeas
Ne vige qet mal-a-brepos
Qemeret græg ha fortunia.
Choas a raze ; arc’hant a voa :
Deza ’maïnt oll o clasq plijout.
Amzer en deus ; ne qet qen æz tizout
Ar loden vella etre cant.
Etouez ar re-ma, diou plac’h drant
Var e galon a dappas crog :
(Peb a goas o d’oa bet araug.)
Unan ane, mibin ha flamm,
E-bèn a oa goevet un tamm ;
Mæs gout a ouïe, gat he louzou,
Ober un dressa d’he roufennou.
O diou, d’o zro, crog en e benn,
En em blije oc’h e guempen,
Hac, en eur farçal, a denne
Ar blevennou a zisplije.
An hini goz var ar bleo du
A Chache, pa gave e zu ;