Pajenn:Goesbriand - Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Chetu en var zu an hent bras,
Gat e vignon scoas-oc’h-scoas.
Au daou c’hæz camm, var o deïr c’har
A derm o goalc’h. Peb sodel car,
Peb bot, peb men a strop ane
An eïl oc’h costou eguile.
Ar pod pri, meurbet diezet,
N’en devoa græt cant pass ebet
Ma oe gat e gomper brevet,
Ha lec’h da glemm n’en devoa qet.

Na hentit nemed ho guir-par
Pe a renqoc’h anduri
Goal-chanç, hini pe hini,
Eus va daou pod me, eb mar.


********


AR PESQETAER HAC AR PESQ BIHAN.
(Livre V, Fable III.)


Pesqiq a vezo pesq caër
Nemet ma en d’o buëz ;
Mæs, da c’hortos, e leusqer
Pa vez tappet, so follentez ;