Pajenn:Goesbriand - Gwerz Emgann an Tregont, 1837.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


En dra vev an hini en deus o frisonniet :
Chom a ranqint eb flach, a gostez da sellet.

Da Robert Beaumaner e cri Jeffrey Ar Roc’h :
« Ma vigen Chevalier, Autrou, e venn creoc’h !
» En han Douë, ar pez oc’h eus din promettet
» Sevenit [1] en heur-mâ ! » « Mad ez e ho reqet,
» ’Me Robert da Zeffrey : Marc’heq evel ar c’hiz
» Ra viöt, va mignon ; va bennos d’ho couriz, [2]
» Amâ, dirac an oll ! Ho pet sonch en ho tad
» Ha ra vo ho cleze hirio badezet mad. »

Bambro, oc’h o c’hlevet, a choanteäs bragal : [3]
« Muguet un tam qignen, na te nac ar re-all,
» Beaumaner, ne brisan ! Mar cares ta vuez,
» En em rent din-me pront : e ber, d’am mignonez
» Me raio donezon ac’hanoud, hac ar pris
» A ranqi da bea vo grêt en e divis :
» Qement-se, dec’h da nos, dezi a bromettis. »
« List ho brabanç, [4] Bambro, ’me Beaumaner ractal,
» Rac hema ne de qet an amser da farcal ! »

Var an heur, Ꝃanreïs a saillas etrezo
Ha gant ar c’homzou-mâ e c’hourdrouzas Bambro :
« Ro peoc’h, brabancer fall ! Birviqen Beaumaner
» Ne vo en ta divis [5] en dra ma velin scler !
» Chetu amâ ta gont : dal, Bambro, ’me Alan ! »
Gant un taul fenn a lanç, qer pront evel an tan,

  1. Sevenit, de seveni, accomplir sa parole.
  2. Va bennos d’ho couriz. Ma bénédiction à votre ceinturon.
  3. Bragal. Faire le gentil, faire le beau.
  4. List ho brabanç. Laissez vos forfanteries.
  5. En e divis. A sa discrétion, à son idée. Ce mot se retrouvera encore ayant l’une ou l’autre de ces deux acceptions.