Ra blijo gand Doue
Ne ve ket en ho touez,
Mestr na mestrez ive,
Ker difeiz, ker didruez,
’Vit réuz d’eur bugel
So en o zervich bemde
Ar blijadur zantel
Da glevet comsou Doue.
Ouzoc’h oll bugale,
Eur c’hras a c’houllomp ama ;
En iliz, ty Doue,
Bezit devot er sun-ma,
Bezit ato parfet,
Ha da bep instruction
Prestit mad ho speret,
Oc’h ober attansion.
Eun Tad trugarezuz,
Ho Toue hag oc’h otrou,
A gennik deoc’h joauz
E galon hag e c’hrasou ;
Mes evit o roi deoc’h,
Ententit mad, bugale,
En a c’houlen ouzoc’h
M’en em zikourot ive.
Rag anez kement-se,
Siouas, grasou ar retret
Evidoc’h, bugale,
A-dra-sur a ve kollet ;
Rag e zonezonou
Doue na skuil ordinal,
Nemet er c’halonou
A hirvoud oc’h o gedal.
Klevit, bugaligou,
Braz a ve hor poan speret,
Ma tenffac’h, dre c’hoariou,
Da goll froez ar retret ;
Espernit, ni ho ped,
Abers an Otrou Doue,
Eur boan ker diremed
D’ar re a gar hoc’h ene.