Pajenn:Guersiou nevez, 1851.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

ket din ar pardon, p’eo guir n’oc’h euz réuset din nag ho koad nag ho puez. Passion Jezuz, c’hui a so ma esperanz ; militou Jezuz, c’hui a so ma esperanz ; gouliou Jezuz, c’hui a so ma esperanz ; goad ha maro Jezuz, c'hui a zo ma esperanz. O Jezuz ! ho pet truez ouzin ; saveteit ac’hanon, c’hui pehini na zilezit morse ar re a esper ennoc’h.

Aktou a garantez.

O ma Doue ! me garfe ho karet. Allumit em c’halon an tan euz ho karantez ; me ho kar, ô ma Zalver ; mes me garfe ho karet muyoc’h. Ya, brema me ho kar, dréist pep tra ; me ho kar mui egedon va unan ; me ho kar mui eget va buez ; kontant oun d’e c’holl dre garantez evidoc’h. Guerc’hez Vari, pedit Jezuz evidoun ; ma dougit oll da Zoue. O mam dous ha mad, me ho kar kals, kals. Me a fell din mont d’ho karet evit birviken er baradoz.

Aktou a gontrision.

Ma Zalver ha ma Jezuz, pardonit din arog ma barn. Ah ! va Jezuz, perag ne doun-me ket bet ato fidel deoc’h ? N’em euz ken konsolasion nemed an hini da alloud c’hoaz repari ma ingratiri. Hoc’h abandonet em euz, disprijet em euz ho kras, ho kollet em euz dre ma faot ; pardonit din abalamour da Jezuz ; pardonit din dre garantez evit ho map divin. Ar glac’har ar brasa em euz d’ho peza kement offanset. Keuz em euz da gement-se. Me a garfe mervel gand va glac’har. Dre garantez evit Jezuz, ho pet truez ouzin ; renonz a ran a grèn d’ar pec’het. Pe gals pe neubeud e vevin c’hoaz, ma Doue, me fell din ho karet. Evit satisfaksion euz ma fec’hejou, me offr deoc’h ma maro hag an oll boaniou a andurin beleg mervel. Ma Doue, reson oc’h euz d’am punisa ; n’em euz gret nemet hoc’h offansi ; mes, me ho ped, kastizit ac’hanon er bed-ma ha nan er bed all.

O Mari ! mam Doue ha va mam, obtenit din eur guir glac’har, ar pardon hag ar berseveranz.

Aktou a resination.

Ma Doue, setu me ama ; dispozit ac’hanon evel ma kerot, ho polontez ra vezo gret ato ha nan va hini-me ; me a fell din ar pez a fell deoc’h, me a fell din anduri keit