Pajenn:Guersiou nevez, 1851.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —



Chomit ganen, va Jezuz, chomit ganen bepred
Evit ma trec’hin pelloc’h galloud an drouc-spered ;
N’am lezit ket va-unan, pa zeuio d’am zempti,
Hoc’h enebour eo ivez ker coulz hag hon hini.

Ennan e crog ar gounnar, p’ho meuler, va Doue,
Ker coulz evel pa scuillit ho craz var hon ene ;
Evel ma felfe dezan miret n’a vemp salvet
E felfe dezan ivez miret n’a vec’h meulet.

Plijet ganoc’h va difen diouz va enebour :
Evid ho cloar ho pedan da zonet d’am zicour,
Ne lezit ket anezan da goll na da voapaat
Un ene crouet ganoc’h ha prenet gand ho coad.

Grit ma c’honezo ivez var ho enebourien
Va c’herent, va mignonet, va madoberourien ;
Digast hoc’h eled santel d’ho dioual noz ha deiz ;
Discouezit dezo bepred sclerijen ar guir feiz.

Va Doue, carit bepred bugale. Breiz-Izel
Evit ma vevint ato hervez an aviel.
Evel-kent roït ivez da Vro-C’hall ho pennoz
Ha likit an oll bobliou var hend ar baradoz.

Tennit euz ar purgator an anaon hirvouduz,
Digorit buan dezo ho palez dudiuz,
Casit ganoc’h da genta va c’herent tremenet
Ha digemerit ivez an eneou dilezet.




C’HOUEZECVED GUERS.


————


VAR AR GOMMUNION SACRILECH.


————


Ton : Au sang qu’un Dieu…

Souezet braz eo va spered,
Ha laouen eo va c’halon,
Pa zonjan en evurusded
Hon euz dre’r gommunion ;
Aman e velan un Doue
Diskennet euz an envou
O tigori d’he vugale
Caera tenzor he c’hrasou.