Pajenn:Guersiou nevez, 1851.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —


Petra bennac ma vevaz tud santel a ro-z-hi
Na nicun outi henvel birviken ne zavo,
Ar genta reng er bed-ma gant Mari a jomo.

Pignit zoken, mar kirit, en envou a spered,
Guelit ar pez a dremen e nao c’hœur an eled,
Selaouit mad ar guersou a ganont hep paouez,
Ha laouen e leverrot eo braz ho zantelez.

It goude-ze a spered da di Santez Anna :
Ar verc’hic ganet eno da genver an deiz-ma
A oa santeloc’h neuze eged ar sperejou
A gan bepred meuleudi da roue an envou.

Meurbed eo braz ho calloud, va Doue, va c’hrouer :
Hogen, heb aoun da fazia, lavaret a heller
N’oc’h evid ober nicun en tu all d’an hini
A zoug ha gant guirionez an hano a Vari.

Va breudeur, meulomp Doue gant laouenedigez
Evid he vadelezou e kenver ar Verc’hez,
Mez meulomp ivez Mari, rac m’e deuz divoallet
Ha cresket calz ar madou en doa dezi roet.

Bemdez e kerze Mari gand hend ar binijen
Ha biscoaz ne valcaz gand hend ar bec’herien ;
Evel ma poanie bepred da blijout da Zoue
Bete lein ar zantelez e pignaz hep dale.

Ouz Doue na zeree mam ebed nemeti
Na mab ebed nemetan na zeree outi ;
Rac-se gant joa e teuaz eil berson an Drinded
Euz a lein ar baradoz en he c’hof benniget.

Peden.

O Mari, ar zantela euz ar grouadurien !
Pedit ar Mabic Jezuz evidomp pec’herien ;
Plijet gantan hon lakaat var hend ar zantelez
Evit ma pignimp d’ho heul en he rouantelez.


————