Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
Kimiad daou zoudard yaouank.



2

C’hieton[1] oa mab d’an Tailler, c’hieton mab en Tailler,
Egil’ all oa Jos Graïk bihonnatik[2] euz an ger.

3

Ha p’hini e ma maget e rouz e feunteun wen
Ebarz eun tiik bihen[3] kichen ar Vailluren.

4

Jos Graïk bihen lare pe oa soudard he vab :
Dao[4] ê digas eun offrans evit dont da Vulat,
Ha ma blijo gat[5] Doue, jomo ganin ma mab.

5

’Botred yuouank neuz’ lare pe oant ont kuit euz ker
Kenavo Itron Varia ha c’hui otrou sant Per.

6

Douget am euz alizik[6] banniel braz ho iliz,
Kerklous ha d’an ofern bred evel d’ar gouspirou.

7

Kerklous ha d’ar gouspirou evel d’an ofern bred,
Ha da zul ar zakramant d'ar blavez tremened.

8

Dammet[7] da gemer brema rout’ ar C’hastel-nevez
’Kastelin a zigoueo soudennik eb dale.

  1. C’hieton pour ar c’henta.
  2. bihonnatik pour ar bihana.
  3. Bihen pour bihan.
  4. Dao pour da eo = il faut.
  5. Gat pour gant.
  6. Alizik pour aliezik = souvent.
  7. Dammet pour deomp-ni = allons.