Pajenn:Guillerm, Recueil de chants populaires bretons du pays de Cornouaille, 1905.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
Intron ar Faouët.



2

Digasit hi d’am zi breur, digasit ma keret :
Ha m’he lakaï e kambr gant va intronezet
Petramant ba ’r zal gant va demezelet.

3

Oa ket sortiet mad, gé ! he dreid demeuz an ti
Ma gommanchezont toud da gonta pouc’h d’ezhi. (bis)

4

Diwisket ho habi ru, hag habi gwen guisket,
Ma iefec’h-tu d’al lannou da zioual an denved. (bis)

5

Epad ha ar seiz vloa ne ree nemed gouela
Tremen he doa seiz vloa, ne ree nemed kana. (bis)

6

Debonjour d’hoc’h plac’h yaouank, c’hui ’zo huel menez
C’hui ’zo huel menez o tioual ho tenved : (bis)

7

Salocroas, emezhi, me n’oun ket plac’h yaouank,
Me ’zo eun intron vad deuz maner ar Faouët. (bis)

8

Me ’zo eun intron vad deuz maner ar Faouet,
E m’ on abaou’ seiz vloa-so o tioual va denved. (bis)

9

Ma m’oc’h eun intron vad, gé ! deuz maner ar Faouet
Me ia di ragtal da vel a heon ven lojet. (bis)