Pajenn:Guillerm Herrieu - Recueil de Melodies bretonnes.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —



13. Lavar ’ra ’r vestrez deuz an ty :
Prest eo lein poent he dibri,

14. Rag pa vo eat ien ar ioud
Marteze ne vo ket d'ho koud.

15. — Evit ac’han ne zavin ket
Evit dibri ioud ar silet :

16. Ma vize bet ar galetez
Me vize savet gant prez.

17. — Lakeet ar baz var an azen
’Vit kas lein d’ar gemenerien. —

18. Oant ket eat mad hanter d’ar porz
Ma oa kouet an azen stok he gorf,

19. Oa kouet an azen barz ar foz
Treuzet ar baz dindan he gof.

20. Me ho ped holl tud ar c’harter
Pa gleffout trouz ar c'hemener,

21. Da zon da stanka mad ho fri,
Kapat eo d’hoc’h ampoezoni,

22. Grant aoun ne zafe ’n ho penn
Ar c’huez fall deuz he louadeu.

23. Biskoaz ne peuz guelet kemener,
Ma ne ket bramer pe louer :

24. Ma, ne ket bramer pe louer
Pe eur c’hromp braz ’n he zivisker.

25. Ha ne ket red goud ar vicher,
Evit anveout eur c’hemener.

26. He zivisker ’zo goaried
Hag he feskenno ’zo pladed.



Nota-bene. On ne nous voudra pas de trop d’avoir traduit largement certains passages. En Bretagne, on dit que le tailleur « n’est pas un homme », aussi se permet-on toutes sortes de raillereis plus ou moins inconvenantes à son sujet.

Il est une autre chanson qui se débite à son sujet, et dont nous ne possédons pour le moment que les deux couplets suivants. Ces deux couplets se chantent sur la même mélodie :


1. Pe ia ’r c’hemener d’an dansaou
He chacot leun a veskinaou,
Mari ’Vôn etc…

2. Neuze a lavar ’r merc’hied koant :
Gant ’r c’hemener ma an argant
Mari ’Vôn etc…



Ces deux couplets ont été chantés à Trégunc (Finistère) par Vincent Bourhis — Juin 1904.


————