Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

zent koz he vro ha dreist-oll Zant Ervoan ; hen eo a lakaz hadzevel be ar zant ken kaer, mar vije gallet, vel ma oa gwej-all. Deut eo a-ben deuz he dol, ziouaz, marvet eo bet rog ma oa achu al labour, ha marvet war douar Zant Ervoan, barz eskopti Landreger ; kridi reomp e man breman er baradoz gant ar zant a gare kement pad he vue. Med an Eskob a zo deut voar he lerc’h, an Otro Fallières a neuz gret peurachui al labour, ha neuze neuz gret ober gouelio kaer en Landreger evit enori Zant Ervoan, en miz gwengolo 1890. Iskibien Breiz a deuaz ive, hag Iskibien all gant-he.

Ar vartoloded en bro Treger a deu, rog kuitat ar ger da bidi Zant Ervoan, enpad ma veint pell deuz ar ger n’hen ankoaont ket, ha pa veint distro d’ar ger a veint gwelet adare o tont da gad ar zant mad-ze a blije d’ean ar vartoloded, hag a blij bepred, Hirie c’hoaz, ar vartoloded o tremen gant ho bag dindan bourg Zant Ervoan n’ankoeont ket laret d’ean eur bedennik n’eur dremen, meur a wej ec’h int bet klevet o laret ho fedenno war ho bag n’eur vont d’ar ger d’an noz, ha diouz ar beure n’eur vont d’ho devez, meur a wej c’hoaz ar vartoloded a gan pa ve brao an amzer kantiko ho zant karet evit kad berroc’h an amzer war ho bag. Chetu aze penoz a enor ar Vretoned Zant Ervoan, ha penoz ho deuz fianz en-han.


————