Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/109

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

c’halloud a zo bepred ken braz ba biskoaz, ha mar na ve ken ken-aliez a virakl vel ma zo bet, ec’h eo ze da damall d’imp, dre na memp ket kement a garante na kement a fianz en-han vel ma nevoa hon zud-koz. Kredet anhon, et bepred da gad Zant Ervoan, en ho poanio ha trubuillo, hag hen, dre ar galloud a neuz digant Doue a douseo ho poan hag ho trubuill. Evuruz a veomp mar heuillomp erfad vertuio Zant Ervoan hag ar skouerio mad a neuz roet d’imp, dreist oll he garante en kenver an Otro Doue hag he nesan, en kenver hon Zalver er zakramant an Oter, hag he spered a binijen ; neuze a momp lod evelthan barz ar baradoz en kichen an Otro Doue gant an oll zent hag an ele. Ha Doue d’ho pinigo, c’houi oll pere a lenno al lever-man.


————