Gant tud a bep stad, huel hag izel,
A beder Ervoan a dost hag a bell.
Gret neuz œuvro mad hed he oll amzer,
Breman neuz en env eur gurunen gaer.
Vit an oll a oa leun a garante,
Evel gwir vreudeur ho digemere.
Pet gwej war he hent e neuz zikouret
Tud en dienez ha tud ankeniet !
En ti Zant Ervoan vije aluzen
Ha lojeiz ive evit ar bevien.
Eno a gaveint en tu-ont da ze
Meur a ali mad evit ho ine.
Eun de e teuaz Jezuz he-unan
Da c’houl aluzen digant zant Ervoan.
En kenver an oll a oa mad bepred,
Out-han he-unan a oa rust meurbed.
Ervoan eo mignon ar vartoloded,
Nag a wej gant-han int bet zikouret !
Gwell-gaset ho pag gant ar gwell-amzer
Pedet Zant Ervoan, hen vo ho sturier !
Kals da Zant Ervoan pa deuz n’om westlet
Kreiz bean er boan zo bet diboaniet.
Otro Zant Ervoan, beleg leun a fe,
Den viraklo bet ouz-omp true !
Doue ho rene, ho sklerijenne
Evit barn erfad ha gant gwirione.
Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/119
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —