Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

deuaz d’ean kernio war he dal, hag he vugale war he lerc’h a doug kernio evelthan, na larer ket pe hir pe ver a oaint ; pe eo gwir pe na n’eo ket, an dud a neuz ar greden-ze dre ar vro, hag ar vilajen lec’h a oaint o chom a zo hanvet Kernio.

Ar gontadeno-ze ha kals a re-all a zo zavet deuz tamego chikan entre ar vugale skol ; bean zo hag a lar penoz ec’h eo bet Ervoan er skol en Yviaz, hag a lerer penoz ahane a gleve he vam o kozeal outhan, kouskoude Yviaz a zo pell deuz Kervarzin ; unan deuz he vignonet na grede ket ze, hag a laraz Ervoan d’ean : « Lak da dreid war ma re hag a glevi kouls ha me ; » hag a lakaz he dreid war re Ervoan hag a glevaz komjo itron Kervarzin. Marteze na oa skol ebet en Yviaz, med en abaty Pempoul a oa unan, hag a halfe ar zant bean bet enon er skol gant ar venec’h eur pennad benag ha bean bet en Yviaz gant unan benag dionthe. Barz an abaty-ze a hell bean anveet eun den iaouank hag a deuaz da vean he vignon, he hano oa Michel Vivien, an den-ze zo bet goude-ze abat en abaty Pempoul, hag a oa en kichen Zant Ervoan de he varo.

Eun dra hag a blije kaer d’Ervoan a oa an iliz, ar gan hag an treo kaer a vije endro d’an oterio. Plijout a rae d’ean mont d’an oferen d’ar zul ha war ar pemde pa helle, pe da iliz zant Tual pe da iliz Itron Varia Koatkolvezou, pa helle a ie zoken da respont an oferen. Enon a neuz tanveet da gentan petra eo karet Doue, enon bede a greiz he galon.

An noz tal an tan en Kervarzin a vije kontet kontadeno hag histoario, hag Ervoan a blije