Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


Kad a rejont d’en em lojan en eun ti er ru Fouar, da laret eo ru ar plouz ; barz ar ru-ze a oa c’hoaz kals a Vretoned-all, ho frejo a debreint asamblez, med pep hini ie da gousket lec’h ma nevoa kad eun tam plas, rag awejo vije enk ar plas gant-he. Enon helle pep hini ober he deverio a gristen ha laret he bedenno erfad, vel ma oa laret d’he ober gant ho mam. Ha pa vije ar skolerien er skol gant ho mestro, na vijeint ket azeet war kadeurio na panko ; war eun tam plouz war blad an douar a vijeint, ahane teu he hano da ru ar plouz, pe ru Fouar. Didrouz a vijeint enon, an noz a vije prennet mad an orejo oa en daou ben ar ru, hag evelse a helleint labourat en noz, hep aon da glevet trouz an diavez.

Ervoan a nevoa disket gant Ian a Gerhoz ha person Pleuvian ar skiencho kentan a oa ret da c’hout arog mont pelloc’h ; med gant ar mestro a gavaz en Paris a diskaz neuze skiencho hueloc’h, vel ar filosofi hag an dialektik. Na oa ket a leverio d’an amzer-ze vel ma zo breman ; pep skolaer a renke skrivan he-unan war barchemin pez a vije disket d’ean ; ar c’haiero-ze a renke pep hini miret vit gallout studian c’hoaz diweatoc’h pe na vije ken a vestro da diski d’ean. Ret a oa eta labourat, ha labourat kals, vit tennan freuz mad deuz kentelio ar mestro-ze.

N’ouzer ket kals tra war bue ar zant enpad ar blaio-ze a dremenaz en Paris ; goud ouzomp kouskoude penoz ar pez a dalc’he anean war an hent mad a oa alio mad he vam, hag ar gomz-ze a vije n’he speret dalc’hmad : penoz a vije ret d’ean bean eur zant. Kad a nije bet enon tud