jonj c’hoaz en ho c’hozni deuz ar potrik iaouank-se ken mad, ken humbl ha ken dous ; kement a blijadur a vije n’he gompagnonez ken a renkeint oll karet anean ; ha goude he varo, unan deuz an ilizo kentan zo bet zavet en he enor a oa iliz zant Ervoan en Paris.
Er bla 1277 eta ec’h ejont ho daou da Orleanz, Ervoan hag he vignon Ian a Gerhoz ; Gwillaou Perez hag Ervoan Trowael, niz person Pleuvian, a oa ive enon ganthe. Ervoan Suet diouz ar Roc’h, Herve Fichet diouz Peurit-ar-Roc’h ha Raou] Potarn a chomaz en Paris.
Bev oa c’hoaz kerent Zant Ervoan d’an amzer-ze, ha Ian a Gerhoz a deuaz neuze d’ober eun tam tro da vro Treger, hag a iez beteg Kervarzin vit rein da Heloury ha da Azo kelo diouz ho mab. Kontan rez d’he petra nevoa gret Ervoan, en Paris, ha dre belec’h a oa tremened, penoz a oa disket kaer, ha dreist-oll penoz a oa chomet fur, hag a oa zoken kresket he zantelez hag he speret vad. Hag he vam da laret neuze : « Jonjal aoalc’h a ren ze, eme-hi, rag an Otro Doue neuz bet laret d’in, barz eun hunvre, penoz a vije ma mab eur zant. »