Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

da welet anean o tistrei d’ar ger ; ha neuze, Ervoan a oa skuiz en Raon mesk en dud-se a vije dalc’hmad en prosez hag en chikan, hag aliez vit eun netra, vel an den pinvik-ze a rae eur prosez d’eur paour, abalamour ma nevoa he-man zantet, n’eur dremen kichen ar gigin, c’houez-vad ar meuzio, vit ken neubet all a dra a vije gret procejo ; Ervoan, gwir eo, a reaz brao-mat goab deuz an otro-ze pa deuaz da gad ar barner vit ar prosez. « Pe n’eo gwir, eme-han, a peuz c’hoant da gad arhant vit c’houez vad ho kigin, me ia da baean anoc’h. » Ha neuze a reaz zon eur pez aour en kichen skouarn an otro, n’eur laret d’ean a oa paeet mad aoalc’h evelse, penoz zon ar pez aour a dale aoalc’h c’houez ar gigin. An Arc’hdiakr a renkaz eta lezel Dom Ervoan da vont kuit, kouskoude a gare anean kals, hag hen istimout a rae ive abalamour d’he skient, d’he diskamant ha d’he zantelez ; n’allaz ket harz da ouelan pa laraz d’ean kenavo ; gwellan loen-kezek a nevoa a roaz d’ean da vont d’ar ger, med Ervoan na viraz ket pell al loen-ze, guerzan reaz anean, hag an arhant a roaz d’ar bevien ; ha neuze a distroaz war droad da Gervarzin, hag enon, vel ma hellet kridi, a oe digemeret mad, rag hast a oa da welet anean.


————