Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

muan m’alje ar peuc’h entre an dud ; ar garg a nevoa da difen treo an ilizo hag al leuveo nevoa ar bevien barz ar fondasiono. An otro Herve Koatreven, zakrist Landreger a lar penoz dal ma oe hanvet barner a roe d’ar bevien eun drederen deuz pez a c’honee en he garg ; buan ha buan a vije achuet ar prosejo, rag ar pez a glaske a oa lakat ar peuc’h entre an oll. Na roe setanz ebet nemet pe n’alle ket tremen hep he rein, pa nije prosejo war treo hag a zelle ar briedelez, pe treo-all er stum-ze. — Daou den all a lar c’hoaz penoz ho deuz gwelet aliez dom Ervoan o rein d’ar bevien an drederen deuz an arhant a oa gleet d’ean.

Ar zant n’en em lake kamed en koler, na nije ket ken neubet drouk ouz ar re vije en prosez, nemet pa wele anhe re aheurtet, neuze a groze d’he eun tamik garv hag a alie anhe da chanj zantimant, ha dre he gomjo mad ha dous a deue a-ben da lakat ar peuc’h entre-he. Pa renke rein eur setanz a welet dalc’hmad an daero n’he daoulagad, rag dont a rae da jonj d’ean penoz eun de a vije he-unan barnet gant Doue. Raoul Potarn deuz Lanveur, bet gwejal er skolio gant Zant Ervoan en Paris, hag he vreur Jakez Potarn a oa en prosez gant Javre an Enez deuz Plouganou, diwarben treo tiegez ha leuveo ; Javre ze a oa dimet da vam breuder Potarn en he eil dimi ; ken fachet a oaint ouz al lestad-ze, ken na oa den vit lakat ar peuc’h entre-he. Bet a oaint dirag dom Ervoan, ha na oaint ket muoc’h unanet evit-se, ret a vije laret penoz n’oulleint ket n’em intent. Eun devez eta a gav ar barner zantel an dud-se c’hoaz en iliz Lan-