Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

da goll hon zreo. » — Ervoan na rae van ebet vit klevet komjo evelse, laret a rae d’he n’eur c’hoarzin : « Doue da bardono d’ac’h pez a laret aze, ha neuze, nag a larfec’h eun hanter waz, ze na harzo ket anhon da difen droejo an iliz keit a vo lest bue ganin. » Neuze c’heaz adare an den zantel da evesat an iliz gant Olier a Lanveur, he gloarek. — Hag en kreiz an noz, chetu hi da glevet eun drouz vraz evel eun tars-kurun ken spontuz ken a jonje d’he a oa an iliz o kouean. — « Deut ganin, eme Dom Ervoan da Olier, da welet petra eo an drouz-man. » Mont a rejont beteg an Oter vraz, hag enon chomaz Olier ; Ervoan a dalc’haz da vont beteg lec’h ma oa ar relego zantel, hag enon en doe kaoz gant unan benag. Dom Ervoan a gomze zioul hag izel, hag egile a oa krenv ha krak he gomz. Ar c’hloarek a deuaz en he speret penoz a oa Zant Tual a oa o kozeal evelse gant Dom Ervoan, rak kridi rae oa et beteg lec’h ma oa relego Zant Tual. Hir a oe ar gozeaden, ha pa distroaz Ervoan da gad he gloarek a laraz d’ean : « Gret eo ar peuc’h. » Hag en gwirione, ben an de warlerc’h a oa tud ar Roue o vont kuit. An archer a oa paralizet he dorn a deuaz da c’houlen pardon digant Dom Ervoan, ha he-man hen gwellaaz war an tol. Ha chetu et tud ar Roue ermez ar Ger hep ma oa et gant-he eur gwennek vit an truaj. An oll a gredaz penoz a oa kement-se eur burzud ha penoz a oa Dom Ervoan a nevoa gret anean. N’eo ket Zant Ervoan a nije lest ar C’hallaouet da vean mestr en Breiz-Izel.

Ar zant a oa distag deuz treo ar bed-man, med c’hoant a nevoa a vije respet evit treo an iliz.