barouz-ze dal ma oa beleget, med na vije ket o chom enon nemet bep pell ha pell, en Landreger a renke chom vit ober he garg a varner. Evit derc’hel he blas hag ober al labour a nevoa eur c’hure, hanvet Javre Riou, henez a instrue an dud hag a roe d’he ho zakramancho. C’hoant aoalc’h a nevoa kouskoude tud Tredrez da welet ho ferson o chom dalc’hmad en ho zouez ; hag eun devez a c’hoantajont da-vad hars anean da retorn da Landreger, renkout a rez kemer eun or guz hag eun hent treuz vit mont kuit hep goud d’he.
N’ouzer ket dre-zur petra neuz gret er barouz-ze keit a oe person enon, med gallout a reomp laret penoz a lakaz he skiant, he diskamant hag he volonte vad vit ren an dud-se dre an hent mad ; ho c’helennet a neuz deuz he wellan dre he gomz hag he skouerio mad.
N’eur c’hroaz-hent, damdost d’ar bourg a zo c’hoaz eur min lec’h n’em lake ar person zantel war he daoulin da laret he vreurial ha da len ar Skritur-Zakr ; hag ouz ar vered a zo eur min hag a vije dindan he ben enpad he gousk. Ar presbitoar a zo enon a zo bepred, herve lerer, an hini oa Zant Ervoan o chom ebarz. Keit a oa person enon a reaz anoudegez gant eun tiegez tudjentil a oa o chom en kastel Koatredrez (an ti-ze zo hirie en parouz Lomikel). An otro oa enon o chom a oa an otro Keranraiz, hag he itron a oa Theophana Pestien. An dud-se a oa mignonet vraz d’ar zant, ha dre ma oaint pinvik, a reint kals aluzenno evit heuill he alio mad. Gant an dud-se eo a iez Zant Ervoan d’ober pelerinaj zant Ronan, enon ve kals a belerined