Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

a oa, ha kasti, eur vouez krenv, eun aer zantel, eur galon hag a zante pez a lere, he daoulagad o virvi a roe da c’hout penoz a oa leun he galon hag e speret deuz pez a lare. Komz a rae evelse en brezonek, en gallek hag en latin, deuz a re vije o chilaou. En Kemper a gomze an dud brezonek, hag en amani da ze, a gomzaz en brezonek, ha da bell goude a gomze c’hoaz an dud deuz ar c’homjo kaer a nevoa laret ar zant d’he.

Goude bean pedet dirag relego zant Kaourintin, ec’h eaz Ervoan da welet menec’h zant Fransez, rag ar venec’h ze a gare kals ; ha goude a iez da c’houlen he venoz gant an Eskob a oa neuze Alan Morel. Pa oa achu he droio en Kemper, Dom Ervoan a iez gant famil Pestien d’eur c’hastel kichen bourg Landeleo, lec’h ma oa Moris ar Mene o chom ; enon govesaaz Theophana Pestien hag he merc’hed, ar re-man, dre ali ar zant a reaz voeu a virjinite. Keit a chomaz en ti Moris ar Mene a rene he vue ordinal, neubet a debre, ha na eve nemet banac’ho dour hag eun daken win benag ebarz kement ha livan an dour. Moris hag hen a vije o kousket er memez kamb, hag eun nozvez an otro-ze a glevaz enpad he gousk eur vouez krenv hag a lare : « C’houi zo aze kousket n’eur gwele mad, ha jervijer Doue a zo duont kousket war eur min dindan an amzer. » Moris, nec’het o klevet ar vouez-ze, a glask he vignon, med na gavaz ket anean, neuze deuaz da jonj d’ean penoz a nevoa klevet Dom Ervoan o laret ec’h aje da welet be zant Eleo ; mont a rez an otro beteg enon, hag a gavaz ar person