Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

dre enon a hell laret : aman neuz gret Zant Ervoan eur mirakl.


————
NAVET PENNAD


Penoz a rae he dever a berson.


Barz ofis koz Zant Ervoan a lenner penoz goude ma oa bet avokat ha barner-iliz a oe beleget a laket da berson, vel ma peuz lennet aman arog, hag a diskoee dre he zarmonio hent an env d’ar re a nevoa ar garg diout-he.

Dom Ervoan vel eur pastor mad, vel eun eil Jezuz-Krist, a oa prest dalc’hmad da brezek ha da instrui an dud a gave war he hent, ha tostad a rae an dud d’he glevet gant joa ha plijadur. Aliez a digouee d’ean, pa dremene dre eur park benag lec’h a vije tud o labourat, chom pennado mat da gozeal gant-he, da gomz d’he deuz ho ine, deuz an Otro Doue, dalc’hmad a gave en he galon eur gomz vad vit an oll, pe eun histoar benag tennet deuz bue ar zent. Pa gave tud ha na ouieint ket ho Fater, a chome hed eun hanter de awejo da diski d’he laret « Hon Tad pini zo n’env », ha pe nije disket d’he ho feden a lare d’he laret anei aliez. Pe vije kals pe neubet, na na vije nemet unan hepken vit he chilaou, a oa prest da laret bepred eur gomz vad benag vit mad he ine ; ha dre-ze Louanegiz a