Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

oa deut da gad eur garante vraz evit-han, karet a reint anean oll evel ho zad.

Lakat a rae he oll nerz da gomz eneb ar pec’hejo louz ha mezuz, rag c’hoant a nevoa da welet an oll o ren eur vue bur ha zantel evelthan ; laret a rae treo ken kaer diwarben ar vertu a burete, ken n’alle ket ar re hen c’hleve chom hep istimout ar vertu-ze ; ha kals a dud douget d’al lubrisite a zo bet n’em gonvertisset goude bean klevet he gomjo.

En Landreger a oa diou blac’h dirollet anveet gant an oll, Alis, merc’h Hamon Deot, ha Raoulin, hag a chanchaz a vue goude bean bet o klevet zarmonio Zant Ervoan ; ober rejont eur govizion jeneral, hag adaleg neuze a rejont pinijen pad ho bue evit rapari ar skouer fall ho devoa roet. — Kals a verc’hed a renk huel a reaz voeu a virjinite vit heuil alio ar zant ; hag Alan Thomaz a lar penoz he wreg hag hen a nevoa miret dalch’mad ar vertu a burete, goneet gant komjo Dom Ervoan.

Evel zarmoner na oa ket he bar, elec’h unan a iaje da glevet eur beleg all, ec’h aje tregont hag ouspen da glevet person Louanek ; kuitat a rae zoken an dud an Eskob evit mont d’he chilaou. Rein a rae d’intent d’an oll pez a nije c’hoant da laret, na oa ket a dro gant he gomjo, skler ha frez a oaint da bep hini d’intent ; deuz eun tu-all, he gomz a nevoa muoc’h a boez dre ma oa diouz eur renk huel, dre ma oa disket kaer hag eun den zantel. Dom Ervoan a oa ive eun den kaer ha neuet mad, gwelet anean oa traoalc’h vit bean douget d’he enori ; an tan a oa n’he daoulagad a rae d’anveout purete he ine