Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

Ha n’eo ket evelse a ra bepred beleien Breiz-Izel ? Kad a veint dre bep sort amzer, hag en noz hag en de, o vont wardro an dud klanv da gas d’he an Otro Doue, ar Binijen hag an Nouen ha gras ar maro mad ; ze diskoe a heuillont bepred erfad roujo Zant Ervoan.


————
DEKVET PENNAD


Penoz a rene he vue zantel.


Estonet a van an den an de hirie pa wel pegen braz pinijen a neuz gret ar zant braz-man enpad he vue. N’eo ket bet merzeriet gant an dud, med hen he-unan a neuz gret d’he gorf zouf poanio kri ar sort a neuz bet zoufret ar verzerien.

Bean vije gant Zant Ervoan dindan he dillad all eur roched lien stoup groz, rust vel eur gouriz reun, ha pe na vije ken rust aoalc’h, a roe anei d’eur paour hag a gemere eun all rustoc’h. Gwiskan rae anei gleb, hep aon rag ar ienien ; dindan ar roched-se a vije gant-han c’hoaz eur gouriz reün, med neubet a dud a ouie ze ; eun neubet deio rog he varo a roaz anean d’he vevel da gas d’eun ermit a veve n’eur lec’h distro en kichen ar Roc’h, lec’h a man breman ar Penity ; an ermit-se a ouie a nevoa Zant Ervoan ar roched reun-ze hag a nevoa