Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

goulet anei digant-han. Na gave ket a oa rust aoalc’h ar binijen-ze c’hoaz, hag a leze c’hoaz al laou da grignat anean en bew, ha pa digouee d’unan benag diont-he dont war var he dillad a haste lakat anei adare en he jave. Dom Ervoan a gouske neubet, na gave ket hir aoalc’h an de, hag a chome ken a vije pell an noz da bidi ha da labourat ; ha pa vije skouiz a lake eul lever pe eur min dindan he ben hag en em astenne da gousket n’eur c’houign benag, juntet ganthan he daouarn war he galon. He wele oa gret vel eur c’hravaz, gant daou dam koat a hed hag eun toulad bizier a dreuz warnhe, na lake nemet eun tam plouz war ar gwele-ze, hag enon a gouske awejo, paket n’eur goz valin, hep diwiskan na dillad na boto. En Louanek en em astenne awejo da gousket war eur min kichen dor an iliz, vit bean tostoc’h d’an Otro Doue. Koach a rae gwellan m’alle he binijeno, med gouveet a vije bepred eun dra benag. Pa digouee d’ean chom da gousket n’eur presbitoar pe n’eun noblanz benag, eme Herve Koatreven, a rae eun tam jogan d’ar gwele vije gret d’ean, ha neuze, pe nije achu he bedenno, en em astenne da gousket war blad ar gampr.

Dom Ervoan na debre nemet evit derhel he vue, vit harz da vervel gant an naon. Dija pa oa en Paris, d’an noad a barzek vla a roe d’ar bevien ar c’hik a vije roet d’ean vit he bred ; da bevar bla war-n’ugent na debre ken tam kig ebet, ha bep gwener a iune, med ze na oa kazi netra. Daouzek vla arog he varo, Dom Ervoan a iune gant bara ha dour bemde enpad ar c’hoaraiz, an avent, hag an deio vije iun ha vijel ;