Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

bla dustu arog maro Dom Ervoan. Beure-mat a lare an oferen, ha goude a nije amzer da rein ho c’hentel d’an daou otro-ze rog ma vije arri pevien enon. Pe nije achu gant an otrone-ze a ie da bleal gant ar bevien, da zarmon d’he ha da rein d’he an aluzen ; dalc’hmad, da larez Hamon Nikolaz, a vije ar bevien war he lerc’h. Da greiste a vire an otrone-ze da vernian, ha goude mern a ie d’he gambr, hag enon a chome da bidi ha da studian beteg ken a vije ar c’houls da laret ar gouspero, neuze diskenne deuz he gambr, a lare ar gouspero gant he daou vignon, ha neuze ie d’ambroug anhe eur pennad war hent ar Roc’h pe war hent Landreger, n’eur gomz d’he deuz eun histoar pe eun dra zantel benag ; an de warlerc’h a vije memez tra, hag evelse a denneint eleiz a freuz mad evit ho ine diouz komjo ha skouerio Zant Ervoan.


————
UNEKVET PENNAD


Zant Ervoan a ra dressan Iliz Landreger.


Piou a nije laret, pa oa badeet Zant Ervoan en iliz Landreger, penoz a vije hen a raje hadzevel an iliz-ze ? Ha kouskoude ec’h eo hen a lakaz n’he ben dressan an iliz koz-ze, rag arri oa fall. D’an amzer-ze na oa ket eun iliz vrao en Landreger, pell ahane, bian a oa, tenval hag izel,