Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

d’ean komjo dous ha brao vit hen lakat en peuc’h, ha neuze n’em lakaz war he daoulin da bidi ; pa oa achu he beden a zavaz hag a laraz d’ar c’halvez gant kals a dousder : « Ma mignon, kemeret ho neuden ha muzuret c’hoaz, marteze na poa ket muzuret mad. » — Ar c’halvez gemeraz he neuden, a vuzuraz hag a gavaz an oll dreusho tremen daou droatad re hir. Kement artizan a oa enon o welet ar burzud-se a vanaz estonet braz, gwelet a rejont dre enon pegen madelezuz a oa an Otro Doue n’ho c’henver, labourat a rejont welloc’h goude, ha n’eur ober neubet amzer a oe achuet an iliz.


————
DAOUZEKVET PENNAD


He vlavejo diwean, he Varo.


Bean zo hag a jonj, pa glevont komz diouz eur zant benag, penoz ar zent a zo bet tud trist, tud ha n’eller kad na joausted na plijadur ganthe ; n’eo ket evelse a gleer zellet ar zent. Zant Ervoan a oa eun den joauz, hep ober kals a drouz a vije piijadur gant-han kement, ken ar re hen anvee a glaske liessan m’alleint bean n’he gompagnonez. Hag ar joausted-ze a welet dalc’hmad, war he visaj ; pa vije o pidi a bede a greiz kalon, med pa vije gant an dud a vije joauz

3