Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

an eizvet, an otro Alan a Geranraiz, o tremen dre an iliz, a dolaz ple d’eun den iaouank astenet war ve ar zant na oa ket laket c’hoaz min ebet war-n-han. » Petra ret aze evelse ? eme an otro. » — « Otro, eme an den iaouank, me zo aman o trugarekat ar beleg zantel a zo bet interret aman bean zo eiz de ; me oa dall, hag ec’h eo roet ar gweled d’in goude meuz pedet Dom Ervoan. » Brud ar burzud-ze a reaz buan tro kear, ha prest goude a oa eur bern tud o c’houlen digant-han penoz a oa deut da welet skler, pep hini c’houle he dam. Adaleg neuze a vije bemde tud klanv, tud dall ha tud namet en bep sort stum war ve ar zant. An den iaouank-ze oa gwellaet da gentan a oa he hano Gion Omnes mab da Hamon, deuz Koat-Kroaz, parouz Langoat.

Na gontin ket d’ach aman oll viraklo Zant Ervoan, re hir a ve kontan anhe, na gontin nemet ar re muan brudet. Bean oa en Landreger eun den dall deuz Rocamadour (Lot) hag a vije bemde oc’h ober tro kear, renet gant eur c’hi bian, mont a reaz ive war ve ar zant da bidi gant kals a fianz hag a oe roet d’ean ar gweled. Ar burzud-ze, eme Theophana Pestien a gargaz tud Landreger a joa.

Marjilla, merc’h an otro Per a Lanveur a nevoa war he lagad dew eun tach kement hag eur bizen ; he mam, pa glevaz komz diouz burzudo Zant Ervoan, a westlaz anei d’ean, hag a laraz penoz mar vije gwellaet he merc’h ec’h aje da Landreger war he zreid diarc’hen da drugarekat ar beleg zantel. Ben an de warlerc’h a oa gwellaet ar verc’h, na oa ken tach ebet