Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

breman ; » hag a distrojont ho diou war ho giz da drugarekat ar zant.

Lavinia, intanvez Herve ar C’hloarek deuz Koatreven, a deuaz he merc’h da vean dall d’an noad a daouzek vla ; daou viz a oa a oa dall pa oe gwestlet gant he-man da Zant Ervoan. — « Bep bla, eme-hi, a rin eun tam leuve d’ar zant, mar ve gwellaet ma merc’h. » Ar zant a roaz ar gwelet d’ar plac’hik-ze evit konzoli he mam a oa ken glac’haret, hag ho diou a deujont war ve ar zant evit he drugarekat.

Raymond, mab Alan ar Roux deuz Bourbriak, a goueaz eun devez dindan rod milin Herri Duault, ha ben a oa tennet ahane a oa maro ha blonset ha draillet he gorf. Javre Morvan a westlaz anean da Zant Ervoan, hag a laraz penoz, mar deuje bue en-han c’hoaz, ec’h aje da gas war ve ar zant eur golo koar ken tew hag he gorf ; raktal ar bugel a reaz eun tenn-aelen hag a oe laket iac’h mad, dirag kals a dud a oa enon.

Azenor, intanvez Guion deuz Prat, a varvaz he mab, hag a oa glac’haret braz. En kreiz he glac’har a deuaz da jonj d’ei deuz Zant Ervoan, hag a laraz iun tri de ar zun pad he bue mar roje ar zant bue d’he mab. Ar potrik a deuaz bue enhan neuze, hag a vevaz c’hoaz daouzek vla goude.

Aimar, mab Hamon Kerwezai a iez eun de da neuial en traou ar rivier a dremen en Lannuon, hag a chomaz ter heur dindan an dour, tennet a oe ahane, med maro a oa, arriout a rez ive he vam da welet penoz a oa kont, ha pa welaz a oa maro he mab, en em dolaz d’an daoulin