n’eur laret : « Zant Ervoan viniget, roet ma mab d’in, ha me hen roio d’ac’h enpad he vue. » Ar bugel a digor neuze he daoulagad an eil goude egile, a zav he daouarn vel eun den o tifuni, hag a halv he vam.
Ervoan, mab intanvez Rivoalan deuz Plouguiel, a varvaz de Iaou-Ymblik, d’an noad a bemp bla, hag e oat o vont d’he interri de Zul-Fask pa deuaz he vam da grial : « O Zant Ervoan, roet d’in ma mab ha me hen gwestlo d’ac’h enpad he vue, mont a rin c’hoaz da gas war ho pe eur gantoul c’holo ken tew hag he gorf. » Neuze gemeraz muzur ar bugel, ha he-man deuaz bue en-han hag a vevaz beteg gouel an Nedelek. Pa deuaz ar veleien vit kerc’hat an interramant a iez ar potr bian war ben-hent d’he, da laret d’he dont gant-han da drugarekat Zant Ervoan.
Alan, mab Ervoan Kadio deuz Pleuvian a oa kouett d’an noad a driwac’h miz n’eun toul-don leun a dour, maro ha ien mat a oa ben a oa tennet ahane. He vam, pa welaz a oa maro, hen gwestlaz da Zant Ervoan, hag a deuaz bue d’he mab. Hen he-unan a zo bet test war-ze dirag an Iskibien er bla 1330. — Ar mirakl-ze a zo bet gret c’hoaz gant Zant Ervoan evit Ian, mab da Ber ar C’hor deuz Lanveur, a oa kouett dindan rod eur vilin en Montroulez ; evit Ian, mab da Jan ar Vaou deuz Pleuvian, hag a oa beuet n’eur fantan ; hag evit eur bugel-all c’hoaz lac’het gant eul loen-kezek gant eun tol troad. Ar re-ze, ha c’houec’h-all c’hoaz a zo bet resusitet gant Zant Ervoan. Bean zo ive kals a wrage dougerezed hag a neuz ganet leun a vue bugale