Doue ober kement a viraklo dreiz-han. Ia, Ervoanik Kervarzin a oa et ar vrud diont-han a-bell ; en Franz hag er broio tro-war-zro a oa anveet ar burzudo a rae ; ha war ze, Ian III, Roue Breiz-Izel a iez da gad ar pab Klement V da Avignon, vit goulen ma vije laket Ervoan Heloury en-touez ar Zent ; iskibien ha kals a dud a renk huel a iez ive gant ar roue da gad ar Pab. Dont a reaz Klement V da vervel war gement-se. Mont a rejont c’hoaz da gad ar pab neve Ian XXII ; Roue Franz Philip a Valois hag ar Rouanez Janned a gasaz ive ho goulen d’ar Pab gant hini Roue Breiz ; hag eskob Landreger, an Otro Ervoan Boisboessel a oe karget da gomz ouz an Tad zantel evit-ze. Mont a reaz eta da gad ar Pab, ha gant-han Gion, breur roue Breiz, iskibien all ha tud a ligne huel. Ar Pab ho chilaouaz hag a larez a vije gret pez a c’houleint pe vije anveet mad gant-han bue Ervoan Heloury.
Ar Pab a gasaz eta da Landreger iskibien ha beleien disket kaer vit klask testo da c’hout penoz a nevoa tremenet Ervoan Heloury he vue,