hep ma oa glebiet ar varc’hadourez a oa en-hi. Klement VI, Pab neuze, a chilaouaz erfad ar miraklo-ze. ober reaz klask prosez Zant Ervoan, ha neuze c’helvaz he gonsaill da welet petra oa d’ober. A hent-all, herve laraz ar Pab, Zant Ervoan a oa deut da gomz gant-han, hag a nevoa laret d’ean hastan hen disklerian zant, rag seiteg vla oa aboue ma oa ar papero en Avignon, hag a oa tremenet ar c’houls pelzo-amzer da zellet anhe ha da laret eun dra benag diwar ho fen.
Hadzellet a oe eta ar prosez, ha ben an naontek a viz mae er bla 1347 a oa laket prest gant ar Gardinalet. Lennet a oe ar papero d’ar Pab barz ar c’honsaill a oa an de-se, ha goude ma oaint lennet e c’houlennaz ali an Iskibien hag ar Gardinalet a oa eno. En ho zouez a oa meur a hini hag a gomzaz evit meuli Zant Ervoan ; oll a rejont ali d’ar Pab da lakat Dom Ervoan en renk ar Zent. Neuze zavaz an Tad Zantel, hag a reaz ive meulodi Zant Ervoan, goude-ze a laraz kanan ar Veni Creator, ha neuze roaz he setanz : « En hano ha dre c’halloud an Otro Doue, dre c’halloud zant Per ha zant Pol hag hon hini-ni, dre ali hon breudeur, Me, Klement, Pab, a ro urz da lakat en touez ar Zent Dom Ervoan, mab Heloury, beleg a eskopti Treger hag avokat ar bevien ; ha dre-ze meuz c’hoant a ve enoret gant an oll, hag a ve gret he ouel dre-oll en naontek a viz mae, an de oa marvet. Gout a ran penoz ec’h eo enoret gant an oll en bro Treger, ha penoz e ra kals a viraklo, bean peuz eta da drugarekat Doue da vean roet d’ac’h eur zant ken braz da bidi evid-oc’h barz an env. Ha breman roan urz c’hoaz da zevel he relego deuz ar be